Manchester | |
---|---|
Concilio et labore Dre furnez ha striv | |
53°28′46″ N, 2°14′43″ W | |
Kêr Manchester e Bro-Saoz | |
Riez | Rouantelezh-Unanet |
Broad | Bro-Saoz |
Maer (Lord Mayor) |
Abid Latif Chohan (2019 →) |
Gorread | 115,65 km² |
Poblañs hep kontoù doubl |
552 858 (2019) |
Stankter | 4 780 ann./km² |
Ur gêr ha distrig eus Bro-Saoz, anezhi ul lodenn eus kontelezh lidel Manchester Veur, eo Manchester. Ouzhpenn Manchester hec'h-unan ez eus en distrig ur barrez keodedel : Ringway
Ur perzh pouezus he doa bet e-pad ar Reverzhi c'hreantel. Hiziv eo ur greizenn sevenadurel ha genwerzhel ha, hervez reoù 'zo eil keoded ar vro. Ur boblañs a 437,000 annezad he deus kêr Manchester hec'h-unan.
Talvoudegezh ː diwar *mammula, evit kaozeal diouzh ur run heñvel diouzh ur vronn.
Dont a ra an anv eus an anv latin Mamucium, pe Mancunium, anv ar c'hreñvlec'h roman a oa war an duchenn m'emañ an iliz-veur, hag a dlefe dont eus un anv keltiek. Lod a wel ur wrizienn "mamm", a vije anv un doueez, marteze hini ar stêr Medlock e-harz an duchenn. Lod all a gompren mamm evel bronn, diwar ar gouezeleg, a vije un anv graet eus an duchenn abalamour d'he stumm (evel ma tostaer bre ha bronn e brezhoneg). Manceinion eo an anv kembraek, diwar Mancunium.
Mancunians eo anv annezidi Manchester e saozneg.
Gevellet eo Manchester gant meur a gêr,.
E Manchester e kaver ar muiañ koñsuldioù e Breizh-Veur er-maez eus Londrez : ouzhpenn 800. O servijoù a ra war-dro al lodenn vrasañ eus Norzh Bro-Saoz. Staliet e oa ar re gentañ er bloavezhioù 1820 dre ma oa o kreskiñ al liammoù kenwerzh etrebroadel e-pad an Dispac'h Greantel,,.