Kornôg Bengal

Kornôg Bengal en India
An tigr, arouez Bengal

Kornôg Bengal (পশ্চিমবঙ্গ Poshchim Bônggo e banglaeg, distaget /poʃtʃim bɔŋɡo/) zo unan eus stadoù Unaniezh India. En-dro dezhi emañ Bangladesh er reter, Assam, Sikkim ha Bhoutan er biz, Orissa er mervent, Jharkhand ha Bihar er c’hornôg, ha Nepal er gwalarn. Er c’hreisteiz emañ Pleg-mor Bengal. Bangladesh ha Kornôg Bengal a ya, asambles, d’ober un unanenn istorel ha sevenadurel : Bengal.

Ouzhpenn 80 milion a dud zo o vevañ e Kornôg Bengal. E-keñver poblañs ez eo ar pevare stad vrasañ en India, met an hini gentañ eo pa seller ouzh stankter an dud. Kolkata eo ar gêr-benn.

Yezh ofisiel ar stad eo ar banglaeg (pe bengali), yezh an darn vrasañ eus an dud enni (85 %); bihanniveroù a gomz yezhoù all evel hindeg (7 %), ourdoueg (2 %) ha yezhoù all c'hoazh (santaleg, nepaleg...).

Etre an VIIIvet hag an XIIIvet kantved e oa poblet ar rannved-mañ gant hindoued. Goude se e voe ar vro e dalc’h an islam. An dud kentañ eus Europa a erruas e-pad ar XVvet kantved. Dont a reas India a-bezh, tamm-ha-tamm, da vezañ un drevadenn saoz.

Krouet e oa bet stad Kornôg Bengal e 1947 pa oa deuet India da vezañ digabestr ha pa oa bet rannet India ha Pakistan da vont d’ober div stad distag. Neuze e oa bet rannet Bengal e div lodenn : Kornôg Bengal, annezet gant hindoued dreist-holl, en India, pa oa reter Bengal, annezet gant muzulmaned dreist-holl, o vont d’ober lodenn reter Pakistan (aet da vezañ Bangladesh diwezhatoc’h). E-pad meur a viz e voe milionoù a dud o vont da glask repu eus an eil bro d’eben.

Diazezet eo armerzh Kornôg Bengal war al labour-douar dreist-holl. Kreñv eo ar strolladoù politikel eus an tu kleiz er vro, hag abaoe bloavezhioù eo renet gant un emglev strolladoù eus an tu kleiz, kaset war-raok gant Strollad Komunour India (Marksour).

Tud brudet eus Kornôg Bengal

Liammoù diavaez

Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Stadoù ha tiriadoù India
Stadoù Andhra PradeshArunachal PradeshAsamBiharChhattisgarhGoaGujaratHaryanaHimachal PradeshJharkhandKarnatakaKeralaKornôg BengalMadhya PradeshMaharashtraManipurMeghalayaMizoramNagalandOrisaPanjabRajasthanSikkimTamil NaduTelanganaTripuraUttarakhandUttar Pradesh
Tiriadoù an Unaniezh Inizi Andaman ha NikobarChandigarhDadra ha Nagar Haveli ha Daman ha DiuDelhiJammu ha KachmirLadakhLakshadweepPuducherry