E 1878 e voe dizoloet an holmiom gant ar gimiouriensuis Marc Delafontaine ha Jacques-Louis Soret e Geneva, dre spektrografiezh.
En hevelep bloavezh e voe dizoloet ivez gant ar c'himiour svedat Per Teodor Cleve, pa oa o labourat war okisidennerbiom. Div elfenn a gavas : unan vrun, a anvas holmia diwar anv latinStockholm, hag unan wer a anvas thulia a oa tuliom oksidet.
Den ne oar piv zo deuet a-benn da gaou holmiom glan, rak disproziom a oa c'hoazh da vezañ didoueziet diouzh an holmiom a oa bet studiet.
Perzhioù
Ur metal eo an holmiom ; kemmañ a ra e liv hervez ar gouloù : melen eo e gouloù an deiz, ruz-orañjez dindan gouloù triliv (glas + gwer + melen). Govelius a-walc'h eo, da lavaret eo e c'haller e bladañ a-daolioù mailh. Ferromagnetek eo an holmiom e gwrezverkoù yenoc'h eget -254,15 °C : treiñ a ra da warell. Kewarellek eo en 20 °C, da lavaret eo e vez desachet gant ur warellvaez diavaez.
Kimiek
Buan e tazgwered an holmiom gant dour zomm, gorrekoc'h gant dour yen :
Gant an holl halogenoù, aroueziet amañ dre X, e tazgwered Ho pa vez tommoc'h eget 200 °C :
2 Ho + 3 X2 → 2 HoX3
Izotopoù
Un izotop hepken eus Ho a gaver en natur : Ho-165.
Skinizotopoù skinoberiek zo bet kevanaozet, 163Ho o vezañ an hini stabilañ gant un hanter-vuhez a 4 570 bloavezh.
CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-InterscienPr, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5(en)
DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3(fr)
EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5(en)
HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory(en) Liamm oberiant 26 HER 12