Dubniom | ||||
---|---|---|---|---|
Rutherfordiom – Dubniom – Seaborgiom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 105 | |||
Rummad kimiek | Metaloù ardreuzat | |||
Strollad | 5 | |||
Trovezh | 7 | |||
Bloc'h | d | |||
Tolz atomek | ||||
Aozadur elektronek | ||||
5f14 6d3 7s2 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 32, 11, 2 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | +5 Oksidenn drenkek skañv | |||
Tredanleiegezh | (stlenn ebet) (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 656 kJ/mol 2 : 1 350 kJ/mol 3 : 2 230 kJ/mol | |||
Skin atomek | 139 pm (brasjedet) | |||
Skin kenamsav | 149 pm (brasjedet) | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled (diouganet) | |||
Douester (≈20°C) | 29 g/cm3 (brasjedet) | |||
Teuzverk | (stlenn ebet) | |||
Bervverk | (stlenn ebet) | |||
Tredanharzusted | (stlenn ebet) nΩ•m (e 20°C) | |||
Un elfenn gimiek eo an dubniom ; Db eo e arouez kimiek, 105 e niver atomek ha 268 e dolz atomek.
Ur metal ardreuzat eo.
Kevanaozet eo bet an dubniom, n'er c'haver ket en natur betek-gouzout. Un elfenn skinoberiek eo.
Ensavadur Unvanet an Enklaskoù Nukleel (ruseg : Объединённый институт ядерных исследований, ОИЯИ) e Dubna a embannas e 1968 en doa dizoloet an elfenn 105. E 1970 e voe kenaozet an elfenn-se gant Skol-veur Kalifornia e Berkeley, Stadoù-Unanet Amerika.
A-c'houde e gavadenn e kinnigas ar skipailh soviedel an anv nilsbohrium (Ns) evit an elfenn nevez, en enor d'ar fizikour danat Nils Bohr ; diouzh o zu e kinnigas an Amerikaned an anv hahnium en enor d'ar c'himiour alaman Otto Hahn. An anv diwezhañ-se a voe implijet en SUA hag en Europa ar C'hornôg, tra ma reas URSS hag Europa ar Reter gant nilsbohrium.
Pa ne c'halle ket an traoù padout evel-se e tivizas an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) reiñ an anv unnilpentium (Unp) d'an elfenn nevez, da c'hortoz. E 1994 e kinnigas joliotium (Jl) en enor d'ar fizikour gall Frédéric Joliot-Curie (Priz Nobel 1935) ; siwazh, kinniget e oa bet an anv-se c'hoazh gant Soviediz evit an elfenn 102, a zo un aktinid anvet nobeliom 102Nb bremañ. Dre ma oa bet asantet meur a wezh da ginnigoù Berkeley (Amerikiom 95Am, Berkeliom 97Bk ha Kaliforniom 98Cf) e tivizas an IUPAC enoriñ Soviediz ha labourva Dubna gant an anv dubniom evit an elfenn : 105Db.
Dre arnodadennoù ez eo bet prouet ez eo an dubniom kar pounneroc'h tostañ an tantalom ; n'eus ket bet tro da dermeniñ holl berzhioù 105Db, ker berr eo e vuhez, hogen betek-gouzout ez int damheñvel ouzh re strollad 5 an daolenn drovezhiek.
Den ne oar evit ar mare.
Dubniom-260 eo an izotop a voe dizoloet e Dubna e 1970. Pemzek izotop zo bet kavet en holl, eus 256Db betek 270Db.
Dubniom-268 (268Db) eo an izotop stabilañ a anavezer ; war-dro 28 eurvezh eo e hanter-vuhez.
Hini ebet.
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |