| ||
Anv klok | The Celtic Football Club | |
Lezanv(ioù) | The Bhoys | |
Krouet e | 1888 | |
Livioù | gwer ha gwenn | |
Stad | Celtic Park (60 832 plas) | |
Sez |
Celtic Park | |
Prezidant | John Reid | |
Gourdoner | Ange Postecoglou | |
Kampionad hiziv an deiz | Scottish Premier League | |
Lec'hienn web | [http://www.celticfc.net/ | |
The Celtic Football Club, (The Celtic pe Celtic Glasgow), a zo unan eus kluboù mell-droad Glasc'ho, brasañ kêr Bro-Skos. Ar Celtic a zo unan eus an dek klub a voe krouet ganto ar Scottish Football League ha kampionad Bro-Skos e 1890. Ar maout zo aet gant ar c’hlub 51 wech er c'hampionad etre 1893 ha 2020, hep diskenn d’ur rummad a-is. Gounezet en deus ivez 40 gwech Kib Bro-Skos. Ar c’hrogad pouezusañ eo an derby a vez c’hoariet a-enep Rangers Football Club, kevezer brasañ e kêr Glasc’ho: anvet e vez ar c’hrogadoù-se an Old Firm.
E 1967 e voe ar Celtic ar skipailh breizhveuriat kentañ o c’hounit ur gib Europa gant Kevre ar gampioned (a veze anvet Kib Europa ar c’hluboù kampion er mare-se). Lisbon Lions a vez lesanvet c’hoarierien ar gourfenn a voe gounezet a-enep Inter Milan. N'oa nemet c'hoarierien skos er skipailh ha ganto e yeas ar maout ivez en holl genstrivadegoù e kemerjont perzh enno ar bloaz-se.
Abaoe 1892 e c’hoari ar c’hlub e Celtic Park, stad brasañ Bro-Skos. 60 832 plas a zo e-barzh evit suporterien ar Bhoys. Livioù ar c’hlub eo gwer ha gwenn abalamour d’al liammoù orin gant Iwerzhon, liammoù a vez adkavet ivez er bannieloù iwerzhonat niverus er stad.
E Hall of Fame ar vell-droad skos eo bet dilennet 18 Bhoys.