Beatrix Potter

Beatrix Potter (1866–1943)
Skeudenn tennet eus The Tale of Benjamin Bunny, "Istor Benead ar C'honikl".

Helen Beatrix Potter (1866–1943) zo ur skrivagnerez saoznek, savet ganti levrioù bugale skeudennaouet.

Ganet e oa en un tiegezh uhel. Ur breur yaouankoc'h he doa, Walter Bertram (1872–1918). He zud a blije dezho ar vuhez war ar maez. Beatrix ha Bertram o devoa kalz a loened bihan a vezent oc'h evezhiañ dizehan. O hañvezhioù a dremenent e Skos pe e Cumbria (al Lake District ) hag eno eo e krouas he bed arzourez.

Oberennoù

An 23 marvailh

Levrioù all

E brezhoneg

  • The Tale of Peter Rabbit, deuet da vezañ Per ar C'honikl, troet gant Youenn Drezen, embannet gant Gwalarn e 1928
  • Istor Pêr ar C'honikl, hag Istor Benead ar C'honikl, troet gant K. Pelle ha M. Ménard, embannet gant an Here, 1992.