Impalaeriezh trevadennel Frañs

Impalaeriezh trevadennel Frañs
bro istorel
Iskevrennad eusTrevadenn Kemmañ
Deiziad krouiñ1534 Kemmañ
Yezh ofisielgalleg Kemmañ
Kan broadelLa Marseillaise Kemmañ
KevandirNorzhamerika, Suamerika, Afrika, Azia Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Kêr-bennPariz Kemmañ
MoneizFrench franc Kemmañ
Erlec'hiañ a raQ25392189 Kemmañ
Deiziad divodadur1980 Kemmañ


Kartenn vev hag a ziskouez kresk ha digresk Kentañ hag Eil Impaelaeriezh trevadennel Frañs

Impalaeriezh trevadennel Frañs (Empire colonial français e galleg) eo hollad an tiriadoù e-maez Europa hag a oa e dalc'h ar Frañs eus ar XVIIvet kantved betek ar bloavezhioù 1960. An impalaeriezh trevadennel-se a oa unan eus ar re vrasañ er bed, a-gevret gant Impalaeriezh trevadennel Breizh-Veur, Impalaeriezh Rusia, hini Spagn, an Impalaeriezh Otoman hag an Impalaeriezh Qing. Betek 24,000,000 km² a zouaroù a oa dalc'het ganti pa oa en he bog er bloavezhioù 1920 ha 1930, ar pezh a rae 17.8% eus douaroù ar bed ma konter Frañs Europa e-barzh. Skignet eo bet kalz ar galleg gant an Impalaeriezh-se, koulz ha yezhoù trevadenniñ all evel ar saozneg, ar spagnoleg pe ar portugaleg bet kaset war-raok gant an impalaeriezhioù all.